Geriadur ar jedoniezh
search
  • Geriadur ar jedoniezh

Geriadur ar jedoniezh

15,00 €
Pep taos e-barzh (P.T.B.)

Geriadur ar jedoniezh

Kementad

Ar geriadur-mañ a c’hoarvez eus an hanc’herioù marilhet e gervaoù Jedoniezh I, Jedoniezh II, Jedoniezh 6ved ha Jedoniezh 5ved, klokaet gant termenoù skourroù ’zo eus an diskiblezh n’ int ket bet studiet en oberennoù usveneget. Ennañ e vo kavet div lodenn : Brezhoneg-Galleg ha Galleg-Brezhoneg, klokaet en dibenn gant ur roll arouezioù boaziet er Jedoniezh. E-lec’h reiñ despizadurioù evit pep termen — re hir a-geñver gant an danvez pleustret — hon eus kavet gwell o degas en o c’hemperzh. Daveiñ a reomp al lenner d' al levrioù embannet a‑gent, pe d’ ar re er yezhoù all. Setu perak ivez n’ hon eus ket berniet delakadennoù o tougen anv ur jedoniour. Dav talañ da gentañ penn ouzh an ezhommoù mallusañ ha, diwezhatoc’h, pa vo lusket da vat an deskerezh dre ar brezhoneg, e vo poent a‑walc’h soñjal en ur geriadur klokoc’h.

Evel m’ emañ, Geriadur ar Jedoniezh a ginnig peadra da vastañ da ezhommoù o vont adalek al live izelañ betek ar Skol veur. Korvo hon eus tennet eus oberennoù kevatal en alamaneg, galleg, iwerzhoneg, kembraeg ha saozneg.

Geriadur ar Jedoniezh a gemer e lec’h e steudad ar geriadurioù arbennikaet embannet gant Preder. Splann an dezev : kendaoliñ da eskoridigezh ur vuhez kefredel e brezhoneg, dre ziorren ur yezh resis e-tailh da vezañ ur benveg eus ar c’hentañ war bep tachenn a ’r vuhez. Un dra heverk kenan ha digunvez eo gwelout ur yezh en arvar evel hon hini o kreskiñ tamm ha tamm, o c’hounit domani war-lerc’h domani a ’r preder, hep nemeur a skoazell... E gwir, n’ eus hent treuz ebet. Ne zeuy ar brezhoneg da vezañ ur yezh a sevenadur en-dro, nemet mar bez un araez dreist d’ ar re all e pep keñver. Un amveziad ret, hep ket a var, hogen pell a vezañ spirus.

Data sheet

Deiziad
2003
Ment al levr
15,5 x 22 cm
Aozer
Yann-Baol AN NOALLEG

Specific References

isbn
2-901383-58-0
Askelennoù (0)
No customer reviews for the moment.