Embannadurioù PREDER, kevarzhe diazezet e 1958, zo ar chanter ma emgav imbourc'herion a bep diskiblezh war-benn diorren ar brezhoneg kempred.

Pevar skourr zo d'an embann : al labourioù yezhouriezh, ar geriadurioù arbennik, al levrioù skol ha Skol-Veur, an troidigezhioù.

An oberennoù embannet zo frouezh kenlabour un niver imbourc'herion arbennikaet war ziskiblezhioù diseurt ha gourdonet dre hirbleustr war ar yezhoniezh hag ar yezhouriezh.