Geriadur ar fizik.
Diazezet eo Geriadur ar Fizik war al labourioù renet abaoe pemont vloaz, dreist holl :
Korvo hon eus gounezet ivez gant oberennoù kevatal alamanek, gallek, iwerzhonek, kembraek ha saoznek.
Heuliet hon eus patrom Geriadur ar Jedoniezh, eleze ne roomp ket despizadur an termenoù ; gwell eo bet ganimp degas skouerioù er rann Brezhoneg-Galleg war-benn kinnig an hanc’herioù en o c’hemperzh : dav oa talañ da gentañ penn ouzh an ezhommoù mallusañ. Diwezhatoc’h, pa vo lusket da vat an deskerezh dre ar brezhoneg, e vo poent a-walc’h soñjal en ur geriadur klokoc’h.
Evel m’emañ, Geriadur ar Fizik a ginnig peadra da vastañ da ezhommoù o vont adalek al live izelañ betek ar Skol veur hag ar skolioù ijinourion.
4750 enmoned a ya d’ober Geriadur ar Fizik.
Roadennroll
Daveoù dibarek