Eus "Spectrographie" betek "Tuberculine".
En trois langues : français, anglais, breton
Setu 12vet Rann Geriadur ar Vezekniezh, pengennet en amveziadoù iskis ha digunvez. Aozer ar Rann-mañ en deus stadet diouzhtu ne oa ket anv eus koronaviruz er Rannoù kent. Ha padal emañ an enmoned Coronavirus en embannadur 1985 ar Garnier-Delamare hag er Flammarion 1975 e kaver ivez Coronaviridæ, ur seurtad viruz RNA kiriek da “frifoioù ha fric’hargadennfoioù an oadourion yaouank”. Tra ken. N’eo ket al lec’h amañ da zezrannañ an darvoudoù, hogen diaes e vo gwelout un nebeut aozadurioù yec’hed er par bedel, europat pe riezel, en hevelep doare hag a-raok. Heñveldra, an holl gwitibunan o devo klevet komz eus divoudoù o tennañ d’ar Vezekniezh, ar viruzoù, ar vaksinoù, an RNA kannad, an hangae, h.a. A zo muioc’h : ar c’hudennoù yec’hedel o deus kemeret ul lec’h gourfouezus e leviadurezh ar Stadoù, bennozh d’an araez gweredus meurbet a zo aon an dud rak ar c’hleñved, ha rak ar pezh a zo finvez diwezhañ mab-den.
An oberenn, boulc’het 17 vloaz ’zo gant Guy ÉTIENNE ha kendalc’het gant Yann-Baol An NOALLEG, a gemer neuze ul liv hag ur pouez nevez gant an darvoudoù. E teu enta da vezañ ur benveg a gevaraez meizañ pezh a hañval bezañ degaset gant an tonkad. Hep ket a var e vo dav klokaat eil maladur Geriadur ar Vezekniezh. Gortozomp, avat, ma tremeno an amzer war-benn dilavañ lanv an darvoudoù liesseurt.
Ur spi hon eus : lakaat galvedigezhioù da sevel er yaouankiz evit ma teufe ar Vrezhoned da emouestlañ en un diskiblezh a oa un arbennigiezh uhel pleustret gant hon diagentidi. Ra savo mezeion, enklaskerion war a bep seurt diskiblezhioù, sed ar pal a vukomp outañ a-zevri.
Roadennroll
Daveoù dibarek