A-zivout
Embannadurioù PREDER, kevarzhe diazezet e 1958, zo ar chanter ma emgav imbourc'herion a bep diskiblezh war-benn diorren ar brezhoneg kempred.
Pevar skourr zo d'an embann :
- Al labourioù yezhouriezh.
- Ar geriadurioù arbennik.
- Al levrioù skol ha Skol-Veur.
- An troidigezhioù.
An oberennoù embannet zo frouezh kenlabour un niver imbourc'herion arbennikaet war ziskiblezhioù diseurt ha gourdonet dre hirbleustr war ar yezhoniezh hag ar yezhouriezh.